Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —



Diskan.
     Ni ol hirie
     Digant Doue
    A esper gras ha pardon :
     Pebes tensor
     A zo digor,
    O Jezus, en ho Kalon !

  1.  Ouz ar gouli
     A splan en-hi
    E sav ar flam ar gaeran :
     Gwir sklerijen
     Evit an den
    A ro d’imp Jezus aman.

  2.  Ar groaz plantet,
     Ar goad skuillet,
    Ar spern a red tro war-dro,
     A gomz ouzimp,
     Hag a lar d’imp
    Kavet zonj euz e varo.

  3.  Gant an ele
     Keit ha Doue,
    Jezus, c’houi zo enoret
     War an douar
     Zo tud klouar
    Ha tud ien en hoc’h andret !

  4.  War an oter,
     E peb amzer,
    Genimp aman c’houi a chom.
     D’hon farean,
     Ha d’hon magan,
    D’hon c’hlevet e peb ezom...

  5.  Eno lies,
     O pebes mez !
    Kristen ebet na weler !
     Er Zakramant
     Na rer zeblant
    Ouz eur Galon ken dener !

  6.  Kalon Jezus,
     Trugarezus.
    Zellet ouzimp a drue :
     Hon zikouret
     Daoust d’hon fec’het,
    Breman ha pad hon bue.

  7.  Hon kuzet don
     En ho Kalon
    O Jezus, ni ho suppli :
     En-hi bepret
     Mar hon miret
    Zur omp en Env d’ho meuli.


N. B. — En enor d’ar Galon-Zakr e heller kanan ive : Meulomp e peb amzer N° 22. — Jezus, Zalver an ineou, N° 125. — Enor ha gloar, N° 23, etc.

————