Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KANTIKOU D’AR WERC’HEZ VARI
————
N° 28. — An Angelus.
War don : Creator alme.
1. Eun arc’hel a beurz an Otrou,
A ziskenas euz an Envou,
D’anons da Vari oa choazet
Evit Mam da Zalver ar bed.
2. Mari a respontas neuze :
« Zervijeres on da Zoue :
« Bezet eta gret em andret
« Ar pez ec’h euz d’in diskleriet. »
3. An eil Ferson euz an Dreindet
Kenkent a zo bet inkarnet,
Bevet a n-euz war an douar
O c’hortos mervel er Chalvar.
4. Pedet, o Gwerc’hes, Mam Doue,
Evidomp ol e vajeste :
Ma vezimp dign euz ar grasou
A ofr d’imp Jezus hon Otrou.
N° 29. — An Angelus : O pia !
War an ton N° 29.
Angelus Domini nuntiavit Mariæ,
Et cuncepit de Spiritu Sancto,
1. Ni ho salud gant karante,
Mari Rouanes an Ele,