Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EN ENOR D’AR GALON ZAKR
————
N° 24. — O Kalon zakr.
War an ton anavet, Ton N° 24.


  1. O Kalon zakr euz ma Jezus,
    Kalon meurbet karantezus,
    Plijet resev, me ho suppli,
    An dezir am euz d’ho meuli.

  2. C’houi zo ar zoursen bresius
    Euz ar grasou krenv ha nerzus
    A resevan da bep mare
    Hag a douch kement ma ine.

  3. O Kalon zakr, c’houi zo eun or,
    Hag a welan bepret digor,
    Da zigemer ar bec’herien,
    Pa fel d’he ober pinijen.

  4. Bet on ziouas ! o ma Zalver,
    Dianoudek en ho kenver :
    Zellet ouz ma ine ingrad,
    Distrei a ran a galon vad.

  5. Torret am euz lezen Doue
    Kant ha kant mil gwej em bue :
    Muntrer euzus, bugel divad,
    Treuzet am euz Kalon ma Zad !

  6. Pastor mad, c’houi ec’h euz klasket
    An danvad a oe dianket,
    Setu-hi o c’houlen pardon,
    Digoret dezi ho Kalon.