Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —



  1. Stouet ol betek an douar,
    Hon c’halon rannet gant glac’har,
    Kriomp gant eur vouez truezus :
    Pardon, pardon, Kalon Jezus !

  2. Pardonet d’imp-ni kristenien
    An diegi hag ar ieinien
    Hon euz bet ouzoc’h, keit amzer,
    Er zakramant euz an Oter.

  3. Pardonet c’hoaz an torfejou,
    An dismegans, ar blasfemou,
    Gret eneb d’ac’h gant ar re-fal,
    Ken goaz hag er C’halvar gwejal !

  4. Me garfe gant ma goad goalc’hi
    Ma malis, ma ingrateri :
    Da vianan me o gouelo,
    Betek an heur euz ma maro.

  5. Ouspen-ze en hoc’h ilijou
    Gant doujans e rin pedenou :
    Ha lies er gomunion
    E tigorin d’ac’h ma c’halon.

  6. An Oferen c’hoaz a glevin
    Kel lies gwej ha ma hellin ;
    Eno ’c’h ofrin genac’h d’ho Tad
    Ho Kalon bev ha leun a voad.

  7. Ho pet zonj ive, ni ho ped,
    Euz kalon ho Mam, bet treuzet,
    En harz ar Groaz gant seiz kleze
    Dre an ners euz he c’harante.

  8. Unanomp breman hon mouejou,
    Ha laromp dre hon c’hantikou :
    Gloar d’ho Kalon, Zalver Jezus,
    Gloar d’ho Kalon, Mam druezus !