Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —



  1. En deiz ar varn hen a henjo
    Hag a draillo vel ma karo
    Heol ha steret, bev ha maro.

  2. O pegen krenv dorn hon Roue !…
    Krenvoc’h a gavan koulskoude,
    Pa zonjan en e garante !

  3. Disken en eur c’hraou evidomp,
    Bevan paour ha zempl eveldomp,
    Gant e vouez kelen ac’hanomp !

  4. Mervel er groaz war ar C’halvar
    Evit bugale ken digar
    Stag o c’halon ouz an douar !

  5. Chom noz ha de war an oter
    Dindan spesou mud ha dister,
    Aoun da spontan an den pec’her !

  6. Ha warlerc’h eun neubet poaniou,
    Skanveit dre gement a c’hrasou,
    Digor d’imp c’hoaz dor an Envou !

  7. Mari, e Vam hag hon Mam vad,
    Deut genimp da drugarekat
    Jezus hon Roue hag hon Tad.


K. G.

————