Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —



Diskan.

Ni hoc’h ador a galon,
Ni hoc’h ador a galon,
Ni hoc’h ador gant gwir devosion.


  1. O pebes karante ec’h euz, Zalver ar bed,
    Da chom genimp en Hosti konsakret,
    Evit dont bemde da vagan hon ine.
    Ni hoc’h ador… etc.

  2. Stouet ol d’an douar dirak ho majeste,
    Ni hoc’h ador, Jezus, gwir Vab Doue :
    Reit d’imp, ni ho ped, ho penediksion.
    Ni hoc’h ador… etc.




N° 19. — Jezuz, Zalver adorabl.
War an ton N° 19.


  1. Jezus, Zalver adorabl, zellet ho pugale,
    Stouet int ol d’an daoulin Dirak ho majeste :
    Hoc’h adori a reont euz a greiz o c’halon,
    Zellet he gant madeles, euz an Oter, ho tron.