Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —



  1. Evit-he ec’h euz roet ho koad hag ho pue,
    Hag evit-he e chomet en Hosti noz ha de :
    Evit-he c’h euz digoret porjou ar Barados ;
    Gret ma z-imp di d’ho meuli ha genac’h da repos !

  2. Zoursen euz an ol c’hrasou, skuillet gant abondans
    Ho faveuriou presius war ar bobl euz a Frans :
    Miret enomp ar gwir fe, ar gwir relijion,
    Ha roet d’ho pugale ho penediksion.

  3. Ele, zent ha zentezet, sperejou evurus,
    Glorifiet evidomp hon Tad karantezus ;
    Ha ni meulomp-han ive dre hon bue zantel,
    O c’hortos kanan dezan eur c’hantik eternel.




N° 20. — Euz a vreman bete ’r maro.
Ton N° 20.


  1. Euz a vreman bete’r maro,
    Meulomp Je-zus hag e hano :
    Ra vo karet e peb amzer
    Hag adoret war an Oter !

  2. Ma Jezus, d’ar bobl zo aman
    Stouet diragoc’h o kanan,
    Deurveet rei, gant ho penos,
    Ners d’ho serviji de ha noz.

  3. Enor d’an Tad ha d’ar Speret
    Abeurs an dud hag an elet ;
    Ha da Jezus gwir Vab Doue
    Er zakramant a garante !




N° 21 . — Meulomp ol da james.
Ton N° 21.


Diskan.

Meulomp ol da james Doue leun a vadeles,

Meulomp ol da james Doue leun a vadeles !