— 24 —
- Jezus a zo genin ha me zo gant Jezus,
Nemet er Baradoz netra ken dudius.
Jezus a zo genin…, etc.
- Pelloc’h, o ma Jezus, c’houi hepken a garin,
Dalc’hmad em ezomou c’houi hepken a glaskin.
Pelloc’h, o ma Jezus…, etc.
|
N° 14. — Elet euz ar Barados.
War an ton anavet N° 14.
- Elet euz ar Baradoz, zellet pebes enor
A ra d’imp er Zakramant Jezus hon Redemptor :
Eur wej evit hon prenan ec’h eo bet inkarnet,
Hag evit dont d’hon magan genimp e chom bepret !
- Mari, gwir Vam da Jezus, Mari ma Mam dener,
Ma zikouret da resev ho Mab ha ma Zalver :
Me na n-on ziouas netra, netra nemet pec’het,
Mes enoc’h ec’h esperan, o ma Mam beniget.
- Krouer an Env, an douar, war an oter bemde,
Dre goms nerzus ar belek a zisken a neve ;
Eun Doue kalz hueloc’h evit ar firmamant,
Enem izela didan spesou ar zakramant.
- Eun Doue na chanj james epad an ol amzer.
Eun Doue war bal e zorn a doug ar bed antier,
Enem lez gant ar belek da vezan diblaset
Evit disken e kalon ar paouran euz ar bed !
|