— 25 —
- O mirakl ar zouezusan e-touez ar miraklou,
O burzud na hell kompren ar c’haeran sperejou :
Evit gonit kalonou ho pugale ingrad,
O maget, o ma Jezus, gant ho Korf ha ho Koad !
- Nan, evit eur mab unik ar vam an deneran,
Biskoaz na zantas kement he c’halon o toman !
Goude ken braz karante piou a helfe refus
Konsakri e ol galon d’ho karet, ma Jezus ?
- Mar d-eo dister kalonou ar zent hag an ele,
Evit karet eun Doue ken dign a garante,
Penos e prizet, Jezus, dre ar gomunion,
E kalonou ken sklaset dont da ober ho tron !
- Penos kredi azean ouz tol zakr eun Doue,
Goude bezan offanset kement e vajeste ?
D’ho taoulagad, ma Zalver, na heliomp prezanti
Nemet kalonou ziouas ! leun a ingrateri.
- Koulskoude pa hon galvet da vont ol d’ar banket,
Dre eur gomz a drugare effaset hon fec’het :
Teuet sklas hon c’halonou gant tan ho karante,
Leun a joa hag a fians e tostaïmp neuze.
- Pebes eürustet breman pa zantin em c’halon
Jezus o vevan genin evel eur gwir vignon :
E ine gant ma ine pelloc’h enem vesko,
Gant ma goad em izili e oad pur a redo.
- Prestet d’in ho tiou-askel, ma El-mad zoursius,
Ma ninjin evel eur goulm etre divrec’h Jezus ;
Me rei dezan ma c’halon, hen rei d’in e hini,
Gantan me a repozo e peoc’h ha dizoursi.
|
N° 15. — Adoromp ol en Hosti zakret.
War an ton N° 15.
- Adoromp ol en Hosti zakret
Eun Doue leun a garante :
Eur wej evidomp eo bet ganet,
War an Oter e teu bemde !
Pegen braz eo galloud ar belek,
Laret a ra ur goms hepken
Hag e tisken an Ol C’halloudek
Doue a zent ouz mouez an den !
|