Diskan.
Dispozet ma c’halon d’ho resev, ma Doue :
Laket en-on fe grenv, esperans, karante,
Dispozet ma c’halon d’ho resev, ma Doue !
- Dihun ha zav, ma c’horf, deomp da gavet Jezus,
Me glev ouz ma gervel e vouez karantezus.
Dihun ha zav…, etc.
- Pegouls e vin arru, o ! hent, na hir out-te !
War lein ho tiouaskel, Elet, ma douget-me.
Pegouls e vin…, etc.
- O ma c’halon em c’hreiz, bez leun a levene,
Gwelet a ran erfin ti zantel ma Doue.
O ma c’halon…, etc.
- O ilis beniget, hast digor d’in an or,
Ma redin da gavet ma Jezus, ma zensor.
O ilis beniget…, etc
- Diwar dreujou ho ti, Jezus, ho saludan,
Eur pec’her evel-d-on a dlefe chom aman…
Diwar dreujou…, etc.
- Me ho salud ive, zent hag elet eürus,
A zo en ilis-man tro-war-dro da Jezus.
Me ho salud ive…, etc.
- Tabernakl alaouret, te zo tron ma Roue,
Setu me d’an daoulin dirag e vajeste.
Tabernakl alaouret…, etc.
- Jezus, me hoc’h anav dre zaoulagad ar fe :
C’houi welan en Hosti, ma Zalver, ma Doue !
Jezus, me hoc’h anav…, etc.
- Diskenet, o Jezus, euz an oter breman,
E diabars ma c’halon, diskenet d’am magan.
Diskenet, o Jezus…, etc.
|