— 22 —
- Ma Jezus, c’houi zo mad, c’houi a zo trugarezus,
Ma Jezus, c’houi zo dous, c’houi a zo karantezus.
- Bete breman on bet ziouas ! en em abuzet,
Gant afferiou ar bed ken e oan gante dallet.
- Mez breman, ma Jezus, me a ro d’ac’h ma ine
Ma c’horf ha ma c’halon vit ar rest euz ma bue.
- O pebes karante ec’h euz-hu bet, ma Zalver,
Da vezan bet skuillet ho koad evit ar pec’her ?
- Goude mervel vidomp er Groaz war lein ar C’halvar,
E chomet c’hoaz genimp d’hon magan war ann douar !
- Pegen euzus eta, pegen fol eo ar pec’het,
Pa n-euz lazet Jezus ma Redemptor beniget !
- O pec’het miliget, birviken mui n’am zrec’hi,
N’am bezo ken ouzid nemet heuz ha kasoni.
- Pegouls e welin-me an ol oc’h ober brezel
E pevar c’horn ar bed d’an ol bec’hejou marvel !
- Koulskoude, ma Jezus, paour ha zempl evel ma z-on,
N’hellan ket pell mont eün mar na renet ac’hanon.
- Evit heuill ho lezen ha plegan ma gwal dechou,
Am euz ezom bemde euz ho nerzusan grasou.
- Gret eta, m’ho suppli, d’in ma-unan ma varvin
Hag evidoc’h hepken em ol amzer ma vevin !
- N’am euz ken, o Jezus, c’hoant ebet war an douar
Nemet ma veritin mont davedoc’h en ho kloar.
|
N° 13. — O ! na hir eo an noz.
War an ton N° 13.
- O na hir eo an noz, pegouls e tei an de,
Ma’z in da zigemer Jezus ma c’harante !
O na hir eo an noz ! Pegouls e tei an de ?
|