Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —



  1. E Gorf, Goad hag Ine,
    Ebars an hosti kuzet,
    Gant e Zivinite
    a vezo meuz ar banket,
    Jezus !
    Ha c’hoaz, pec’her divad,
    Na brizes ket tostat !

  2. M’hen gwei war an Oter,
    Devet gant ar garante,
    O c’hortoz ar pec’her
    Evit toman e ine,
    Jezus !
    A c’houlen hon c’halon
    Evit bezan e dron.

  3. Goude poaniou ken braz
    Gouzanvet war ar C’halvar
    A n’euz deurveet c’hoaz
    Chom genimp war an douar,
    Jezus !
    Evit magan bemde
    Hon c’horf hag hon ine.

  4. Ol zent euz an Envou
    Prestet dln ho karante,
    Reit d’in ho kalonou
    Evit karet ma Doue
    Jezus !
    A glask disken enon
    Dre ar gomunion !

  5. Mes alas ! pa zonjan
    Penos am eus offanset
    Ar mignon ar gwelan
    Hag ar fidelan pried,
    Jezus !
    Gant glac’har em c’halon
    E c’houlenan pardon ?

  6. Nan, na veritan ket,
    M’hen anzav gant gwirione,
    Goude bezan pec’het,
    Dibri bara an ele
    Jezus !
    c’houi eo ar zanteles
    Ha me eur pec’her kez !

  7. Enor da virviken
    E zakramant an Oter
    D’an Doue a zisken
    Dindan spezou ken dister,
    Jezus !
    Ra vo dre-ol meulet
    Ha gant an ol karet !




N° 12. — Eun dezir braz am euz.
War an ton anavet N° 12.


  1. Eun dezir braz am euz da virviken da garet
    Jezus gwir Vab Doue, ha ma Zalver beniget.

Diskan.
    O ma Jezus ! o ma c’harante,
    Bezet em c’halon, ha bemnoz ha bemde.