Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —



  1. D’an Ebestel e lare
    Ha d’ar veleien goude ;
    « Heman eo ma c’horf, debret,
    Heman eo ma goad, evet. »

  2. Ar belek, er goureou.
    A lar ar memes komjou :
    Kenkent ha ken alies
    Jezus a zent ouz e vouez.

  3. N’en euz ken war an oter
    Nemet Korf zakr hon Zalver :
    E gik, lec’h ar bara-kân.
    Lec’h ar gwin, Goad pur an Oân.

  4. Ar spesou a n-euz miret
    O liou, o blaz ’vel bepred ;
    Kuzet euz-se didane
    Eman Korf ha Goad Doue.

  5. Diëz a vefe kompren…
    Kredi a dleomp hepken :
    Digoromp lagad ar Fe,
    Hag e welfomp hon Doue.

  6. Jezus en daou spes a zo,
    Den ha Doue war-eun-dro :
    ’N e bez er spes a vara,
    Er spes a win memes tra.

  7. Dont a ra d’hon ilijou
    Hep kuitat lein an Envou :
    Er burzud-ze e welomp
    Pegeit e kar ac’hanomp !

  8. Neb enem gav e goal stad
    Hag a gred velkent tostat,
    A gomet eun torfet braz
    Henvel ous hini Judas.

  9. Neb a resev e stad vad
    Korf hon Zalver hag e Voad,
    Gantan a zo unanet,
    A galon hag a speret.

  10. O kristenien, adoret
    Jezus ouz e Groaz staget ;
    Adoret han en Envou
    Hag en e dabernaklou.

  11. E peb lec’h, e peb amzer,
    Meulomp Jezus, hon Zalver ;
    Dreist ol karomp anezan
    Er Zakramant ar c’haeran ! Amen




N° 9. — Aktou kent ar Gomunion.
War don : Gwerc’hes Vari c’houi p’hini zo, N° 9.


  1. Me gred ferm hep doutans ebet
    Ec’h an da resev en efet
    Jezus gwir den ha gwir Doue,
    Er zakramant a garante.