— 19 —
- Doue, leun a berfeksion,
Me ho kar a greiz ma c’halon ;
Ma nesan a garan ive
Abalamour d’ac’h, ma Doue.
- Allaz, allaz, petra on-me
Da dostat ouzoc’h, ma Doue,
Ne n-on nemet eur pec’her kez,
Mes c’houi zo leun a vadeles !
- Ah ! pebes dezir am euz-me
Da resev bara an ele !
Dizec’han ran gant ar zec’het
O c’hortos monet d’ar banket.
- Gwerc’hes, c’houi ec’h euz hen roet
Er c’hraou gwejal d’ar bastoret :
Euz ho torn me fel d’in ive
Digemer ma Zalver hirie.
- Eur zel c’hoaz, eur zel a drue,
O ma Jezus, war ma ine,
Arog antren, goalc’het enon
Kement a ra poan d’ho Kalon !
|
N° 10. — Aktou goude ar Gomunion.
War ar memez ton N° 9.
- Doue eternel, leun a c’hloar,
Krouer an env hag an douar,
M’oc’h ador breman em c’halon
Gant respet ha devosion.
- Penos hellin-me, ma Doue,
Trugarekat ho majeste ?
Na welan netra em ine
Nemet pec’het ha paourente.
|