Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —



  1.  Dre garante
    Ous ar Groaz c’houi oe staget ;
    En eur vervel ec’h euz hon frenet
     Dre garante :
    Aman c’hoaz bemde
    D’in e tigaset bue,
     Dre garante.

  2.  Me hoc’h ador
    Vel ar bastoret gwejal
    E Bethlehem, kreiz an noz tenval ;
     Me hoc’h ador
    Vel ar Vadalen,
    Lein ar C’halvar ’n ho kichen,
     Me hoc’h ador.

  3.  Me a garfe,
    Kouls hag ar lamp arc’hantet,
    En hoc’h ilis chom genac’h bepret,
     Me a garfe
    Zantout ma c’halon
    Mui ous mui groezus enon
     Me a garfe.

  4.  O ma Jezus,
    Ho penoz a c’houlenan ;
    Ar bed zo fal, ha me zo ken goan,
     O ma Jezus,
    Roet d’in hirie
    Ners da zerviji Doue,
     O ma Jezus.

K. G.




N° 8. — Zakramant an oter.
War don : O l’auguste Sacrement, N° 8.


  1. O Zakramant ar c’haeran,
    Lec’h teu Doue d’hon magan ;
    Jezus a zo aman c’hoaz
    Koulz ha gwejal war ar Groaz,
    Jezus a zo aman c’hoaz
    Koulz ha gwejal war ar Groaz,