Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —



  1. Deut oc’h war an oter aman,
    Elec’h ar bara hag ar gwin,
    Da zigas, evit o magan,
    D’hon ineou eur boed divin.

  2. D’an tri Ferson euz an Dreindet
    Gloar a beurz an oll groadurien :
    Gras d’imp heb dale d’o gwelet,
    En hon gwir vro da virviken !
    Amen, Amen, Amen.

K. G.




N° 7. — War an Oter.
War don : Sur cet autel, N° 7.


  1.  War an Oter
    piou a welan o tisken ?
    Jezuz ma Mest, gwir Doue ha den,
     War an Oter ;
    Hen gouzout a ran,
    C’houi, Jezuz, a zo aman,
     War an Oter.