Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —



  1. Hosti, a zigas zonj euz maro Jezus,
    Bara bev an ine, boed dous ha magus,
    Bezet c’houi ma bevans, ha gret d’am speret
    Kavet enoc’h blaz vad, blaz Doue bepret !

  2. Pellikan truezus, ma Zad, ma Otrou,
    Am goalc’het en ho koad euz ma fec’hejou :
    Eur strink hepken a hel goalc’hi an ol bed,
    A gement torfet a zo hag a zo bet !

  3. O Jezuz, d’am zellou breman goloet,
    Plijet terri ar c’hoant am euz d’ho kwelet
    Azeet war ho tron e lein an Envou,
    Evel m’ho kwel eno ar zent hon tadou. Amen.




N° 5. — D’ar Goureou.
War an ton N° 5.


  1. Me ho salud, Korf ma Zalver,
    Zo diskenet war an Oter ;
    Enoc’h ar bara zo chanchet,
    Ha genac’h e vezin maget

  2. Me ho salud, o Goad divin,
    Zo er c’halis elec’h ar gwin ;
    C’houi evidon zo bet skuillet,
    Deut d’am goalc’hi a bep pec’het.




N° 6. — An o Salutaris.
War an ton latin.


  1. O Jezuz, o Hosti zantel,
    a zalc’h digor porjou an Env,
    Spontus ouzomp e sav brezel,
    Roet nerz hag e vezimp krenv. Amen, amen, amen.