Zantel a ziskenas warneze e form teodou tan. Heman zo bet an de kentan a vue an llis katolik. Speret Doue he dalc’h en he zav aboe neuze.
1. Speret-Zantel, deut ni ho ped,
A lein an Envou digaset
Ho tan burzudus war ar bed.
Diskan.
Breman ha bepret, gloar d’ar Speret-Zantel,
Sklerder ha ners an dud fidel,
Breman ha bepred, gloar d’ar Speret-Zantel,
Sklerder ha ners an dud fidel.
2. C’houi eo gwir Dad an ol baourien,
Euz an ol vadou ar vammen,
Heol an ol sperejou kristen !
3. El labour c’houi a zo dic’han,
Freskadures e kreiz an han,
En amzer an daerou, dizoan !
4. O sklerijen an eürusan,
Treantet er c’horniou donan
Euz hon c’halonou en de-man.
5. Anez zikour ho madeles
Netra ma chom gant an den kez,
Netra nemet fallagries !
6. Hastet goalc’hi fank ar pec’het,
Douran kement zo dizec’het,
Parean neb zo gouliet.
7. Blodet ar pez a zo kalet,
Tomet ar pez a zo skornet,
Eünet ar pez a zo kamet.
8. Plijet rei ho seiz donezon,
D’imp ho servijerien gwirion :
Ni ho goulen a greiz kalon
9. Otreet priz d’hon oberou,
Eur maro mad d’hon ineou,
Ha gloar eternel en Envou !
Amen.
K. G.
Kantikou-al d’ar Speret-Zantel, 2, 3. Pe ar c’hantik O pebes tan, N° 135.