Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

Zul an Dreindet e heller kanan. Me zo kristen, 98, pe Ar C’hatekis war gân, 94.

Evit Gouel ha Prozesion ar Zakramant gret eun dibab e touez ar c’hantikou, adalek O Jezus, o Hosti Zantel, 6, beteg Enor ha gloar, N° 23.

Miz Even, miz an deiou hir ha skedus, a zo evit ar gristenien skiantet miz ar Galon-Zakr. Pemp gwerz a gaver el leor-man en enor da Galon-Jezus, 22, 24, 25, 26, 27.

An 29 a viz Even, Gouel zant Per ha zant Pol, ebestel, hag ar zul warlec’h, Kantik ar Pab, 134, ha Fe hon tud-koz, 97.





EVIT PASKOU AR VUGALE
————
N° 127. — Me am euz hirie preparet.
War don N° 127.
(Ar vugale a helfe kanan o fojou war don Jesu dulcis, 116).


Jezus.
1. Me am euz hirie preparet,
Eur banket zakr ha beniget,
Hirie me rei d’am bugale
Ma c’horf, ma goad ha ma ine.

Ar Vugale.
2. C’houi zo meurbet, o ma Jezus,
En hon c’henver karantezus ;
Preparet ec’h euz eur banket
Ar c’haeran a gaver er bed.

Jezus.
3. Pelzo ec’h oan-me de ha noz
Em zabernakl ouz ho kortoz,
C’hoant braz am euz, bugaligou,
Da zisken en ho kalonou.