Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —

Iaou-Fask pe Gouel an Asansion a ziskoue d’hon sperejou hon Zalver o pignal en Env, goude bezan tremenet daou ugent de gant e Ebestel aboe e resureksion, ha laket Per da Bab war e Ilis.


GOUEL AN ASANSION
————
N° 125. — Ar Salutis humanæ Sator.
War an ton latin, pe ton O Kalon Zakr, N° 21.


1. Jezus, Zalver an ineou,
Ol levenez ar c’halonou,
Krouer ar bed ec’h euz prenet,
Sklerijen bur ho mignonet !

2. Penos ec’h euz-hu deurveet
Zamman ar bec’h euz hon fec’het,
Mont d’ar maro evel eun oan
Da rei d’imp bue ha dizoan ?

3. Goude terri dor al limbou
Ha d’ar zent koz o chadenou,
Trec’h war an ol, a c’hloar karget,
Tal ho Tad ez oc’h azeet !

4. Ho madelez c’hoaz a bedomp
Da skuill glac’har ha ners enomp,
Ma c’hellimp en Env ho kwelet
Er sklerijen a bad bepret !

5. Pa ’z oc’h an hent hag ar Pastor,
Bezet d’hon c’halon he zensor,
Hon douster e kreiz an daerou,
Ar priz euz hon ol drubuillou ! Amen.

K. G.

Kanet c’hoaz : Baradoz dudius, 93.




ZUL AR PANTEKOST
————

An Ebestel, ar Werc’hes gante, a dremenas dek de o pedi Doue e zâl vraz ar Genakl. D’ar zul, wardro 9 beur, ar Speret-