5. Na chomet morse dibreder,
Re bresius eo an amzer,
6. Pelleit euz goal-gompagnunes,
A laz ineou ken lies !
7. Laret raktal ma vec’h tentet :
Jezus, Mari, ma zikouret !
8. Dreist an ol draou enem viret
Euz ar pec’het ez oc’h techet.
9. Ho pet zonj ! ar fotou bianan
A doug ember d’ar re vrasan.
10. Na laret mui leou-douet
Na komjou brein ha goloet.
11. Er groaz, Jezus pa c’houzanve,
Daoust d’e ol anken a dave...
12. Peb kristen a dle c’hoaz dioual
Da zrouk-koms ha da zrouk-zonjal.
13. Eur vez a vefe d’ac’h dispriz
Breiz-Izel, ho tud, hoc’h ilis.
14. Na guita ket eur gwir Vreton
Hep na ve rannet e galon...
15. Gant tud an ti, ol war-eun-dro,
Bemnos ho peden c’houi laro.
16. Neuze lennet a vouez uhel
Buez ar Zent pe ’n Aviel.
17. Goulet pardon kent ho repoz
Aoun na varvfec’h epad an noz.
18. Heuillet d’ar zul an ofisou,
Oferen-bred ha kousperou.
19. Zantel eo ar zul war e hed,
N’eo ket de an diaoul nag ar bed.
20. E zakramant ar Binijen
Bep miz enem voalc’het a-gren.
21. E peb mare hag e peb stad,
Pedet ar Werc’hes hon Mam vad.