Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/119

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

8. Dre ar seiz Zakramant an Ilis a skuill grasou
War an ol gristenien enem brepar erfad :
C’hoaz e tleomp pedi, a galon hag a c’henou,
Ha zantelat ar zul, zo de Doue hon Tad.

9. Ar Werc’hes beniget, an ol zent euz an Envou,
A chilaou ouz hon mouez pa c’halvomp aneze :
Ni ive, mar karomp, d’an anaon kez er flammou,
A ro freskadurez, pa bedomp evit-he.

10. O serviji Doue hag o karet an nesan,
Talvoudus a vo d’imp andur ha labourat ;
Lec’h enem glem eta, memes er poaniou brasan,
Etrezeg hon gwir vro zavomp hon daoulagad.

11. Kredi, goulen, ober, resev, eo ar pevar zra
A disker d’ar bugel, dioualomp d’o ankouat :
Na chom gant ar c’hristen nemet an trao vad a ra,
An traou-al a dremen evel eur zer-lagad.

K. G.




N° 95. — Ar vue gristen.
War don N° 95.


1. Setu aman d’ac’h eur reglen
Evit bevan e gwir gristen,
Evit bevan e gwir gristen.

Diskan.

Gwerc’hes Vari, ma zikouret,

Da heuill lezen Doue bepred. (bis)


2. Pa zihunet euz ar beure
Offret ho kalon da Zoue.

3. Kenkent oc’h zavet ha gwisket
Gret ho pedenou, daoulinet.

4. Klasket da gentan gloar Doue
E kement a ret pad an de.