Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

Krouet a n-euz pep tra, peb tra a zo dezan ;
E zaoulagad a wel bete diabars hon c’halon,
Dezan kont a rentimp euz an traou disteran, euz an traou disteran.

Diskan : Eürus an hini, N° 101.


2. Roet a n-euz d’an dud e c’hourc’hemenou zantel,
Ha war al lezen-ze peb hini vo barnet :
D’ar Barados ec’h ei kement den a vo fidel,
En ifern e kouezo ar pec’her miliget.

3. Barados hag ifern ho daou a bado dalc’hmad ;
An dud e diou loden goude ma vint rannet,
A vevo darn er joa hag e-touez an elet mad,
Darn e tan an ifern e-touez an drouk-elet.

4. Doue, dre vadelez kenver ar bec’herien gez,
A n-euz bet digaset e Vab war an douar :
En eur c’hraou oe ganet gant eur Vam bepred gwerc’hes ;
Goude kals a boaniou e varvas er C’halvar.

5. O kuitat ar bed-man hon Zalver a n-euz lezet
An Iliz katolik da ziskuill d’imp kentel :
Elec’h Jezus, ar Pab zo pastor an ol denvet ;
Eskibien war e lerc’h, e plas an ebestel.

6. An Ilis gant he Mest a n-euz bet evit lezen,
Prezek ar Fe gwirion e pevar c’horn ar bed :
En eur chilaou he mouez ha dre ober pinijen,
Herve an Aviel, e vezimp ol zalvet.

7. Eneb d’ar gwir Ilis a viskoas zo bet brezel
A beurs kement hini a blij ar gaou dezan,
Hag a beurs an ol re na c’houlont ket ’nem zevel
Euz a fank ar pec’het nag a skilfou Satan.