Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —


22. N’ankouaët ket lagad Doue
Warnoc’h digor hed ho pue.

23. Ouspen, herve lezen Jezus,
Bezet Tan nesan truezus.

24. Gant an nesan euz ma refet
Jezus a rei en hoc’h andret.

25. Zonjet er varn hag er maro,
En if ern, en Env hon gwir vro.

26. Honnes bepret a vo reglen
Neb a vevo e gwir gristen.




N° 96. — Karet Doue da gentan.
War don N° 96.


1. Karet Doue da gentan,
Ma ine,
Karet Doue da gentan :
Er poaniou, er joa, hed oc’h ol bue,
A galon bezet gantan.

Diskan.
— Karet, etc.

2. Disprizet madou ar bed
Miliget,
Disprizet madou ar bed :
N’int netra nemet ludu ha moget ;
Ar pinvik eo neb a bed. Karet Doue, etc.

3. List ar goal-blijaduriou,
A dremen,
List ar goal-blijaduriou :
Luiet a vefec’h en o chadenou,
Ha gante dallet a-gren. Karet Doue, etc.

4. C’houi breman zo war ar mor
Houlenus,
C’houi breman zo war ar mor :