Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

9. An ever, pad e vue, taget gant ar zec’het,
Glac’haret e dud gantan, dismantet e iec’het,
Peurvuian rog an termen skubet euz ar bed-man,
A glasko dour hep kavet eul lom etal dezan.

10. Na pe sort kompagnunes e fornies an ifern !
Mesk ha mesk tud ha diaoulou chadenet bern ouz bern,
Laeron ha torfetourien, muntrerien ineou,
Kement hini ra brezei da Jezus hon Otrou.

11. An tan, ar gompagnunes, zo neubet koulskoude,
E kenver ar poaniou-al a zifram warneze ;
Eur prenv, eme hon Zalver, a grog en o speret,
Ha kaer o deuz hen hejan krog e chomo bepret.

12. Ar remors setu ar prenv a grign ar re-daonet
Pa zonjont en o bue er bed-man dispignet :
« Doue gwejal hon c’hare, e vouez stang e glevemp,
« Hag elec’h zenti outan er pec’het e vevemp !

13. « Tre he divrec’h an Ilis a boanie hon derc’hel,
« Pa gouezemp e tirede d’hon zikour da zevel ;
« D’imp eur belek, pa garemp, absolven a roe,
« Jezus en e dabernakl, d’hon gortos a vane !

14. « Hag e keit ma kriomp fors, devet korf hag ine,
« Leiz a dud er Barados a gan touez an Eie ;
« Darn a n-euz bevet genimp duze war an douar ;
« Panevet hon folente gante vefemp er gloar !

15. « Doue, zoursen an ol vad, mor an ol eürustet,
« Ha c’houi, Gwerc’hes burzudus, c’houi zent ha zentezet,
« Beteg ho tron birviken na bigno hon c’hlemmou,
« Birviken mui n’ho kwelimp euz a greiz ar flammou ! »

16. Evel-se, hep esperans, e vlej ar re-daonet,
Ha kaer o deuz e c’hervel ar maro na deu ket :
Bev e chommint en ifern hed an eternite,
O zourmanchou a bado keit ha justis Doue !