Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

Dre m’ho deus gret impli fal euz e c’hras er bed-man

Diskan.
A vianig am euz, etc. (n° 86).

2. An ifern zo eur prizon leun a devalijen,
Krouet evit kastian Satan hag e vanden :
An oriou zo bet zerret ha prennet gant Doue,
Ha n’o digoro biken, kollet eo an alc’houe !

3. Eur forn c’horet er bed-man na n’eo nemet moget
E kichen tan an ifern, pa grog er re-daonet :
Gwel a ve devi ’n eur forn ac’han da fin ar bed
Eget bezan en ifern eun heur hepken losket.

4. Tan ar bed-man ’n e fulor na debr nemet korfou ;
Tan an ifern a zispen korfou hag ineou ;
N’hellont na trei, na tec’hel, war c’hore ha didan,
Euz an daou du, tro-war-dro, beuet int ol en tan !...

5. Iudal a rant a bouez-pen pa zantont o virvi
Ar mel ebars o eskern, ar goad ’n o izili :
Krenan ra deuz o c’hlevet porjou dôn an ifern ;
Goaz-pe-oaz e stag an tan, hep james o espern !

6. Ar mab a zaill gant e dad, har ar verc’h gant he mam,
D’ho stlejan gant mil malos dre o bleo kreiz ar flam :
« Malos d’id mam dreïtoures, e teuz bet ma ganet,
« Malos d’id, tad dinatur, kirieg ec’h on daonet ! »

7. Fals mignonet ar bed-man, a weler a vanden
Gant skueriou fal de ha noz dre ar vro o pourmen,
En ifern, mar na chanjet, c’houi gouezo hep dale,
Leun a zrouk hag a goler an eil ouz egile.

8. Ha c’houi touerien mezus, ken a spont al loenet,
Nag a gasti dre gomjou warnoc’h a dastumet,
Warnoc’h ha war an dud paour enem gav endro d’ac’h :
Risklet int, braz ba bian, d’enem daoni genac’h !