1. Jezus pegen braz e
Plijadur an ine,
Pa vev en gras Doue,
Hag en e garante,
Pa vev en gras Doue.
Hag en e garante !
2. Bèr kavan an amzer
Hag ar poaniou dister
O sonjal de ha noz
E gloar ar Barados.
3. Pa zellan en Envo,
Etrezeg ma gwir vro,
Nijal di a garfen
Evel eur goulmik wen.
4. Gant joa e c’hortoan
An termen divezan,
Hast am euz da welet
Jezus ma gwir bried.
5. Kenkent ha ma vezo
Torret ma chadeno
Me a zavo en èr
Evel eun alc’houeder.
6. Tremen a rin al loar,
Evit monet d’ar gloar,
Dreist an heol, ar steret,
Me a vezo douget.
7. Pa vin uz d’an douar,
Traouien leun a c’hlac’har,
Neuze me rei eur zel
Ouz ma bro Breiz-Izel.
8. Dezi me a laro :
Kenavo d’id, ma bro,
Nag a daerou skuillet
En oud, bro veniget !
9. Kenavo da viken,
Paourente hag anken,
Kenavo pec’hejou,
Trubuil ha klenvejou !
10. Pelloc’h na zoujin ket
Ardou an drouk-speret :
Netra ken n’am sponto
Goude tol ar maro.
11. Goude tol ar maro
Joaüs me a gano :
Torret eo ma chaden,
Libr on da virviken !
12. A bep tu pa zellin
Kement tra a welin
A rei d’am daoulagad
Ha d’am c’halon mil vad.