Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

Pelec’h mont, petra da ober,
Vit ho kaout adare ?

7. Perak n’eo ket deut, hep damant,
Ar maro kri d’am gervel,
Diwar men-font ma badeiant,
Pe maillurou ma c’havel !

8. Neuze da vianan, ma Doue,
N’am bije ket bet tennet
Koler ma Mest ha ma Roue
Warnon evel am euz gret.

9. Pelleit ouzin, fals mignonet,
Pere gant ho skueriou fal,
Ec’h euz abred ma distroet
Genac’h en ho henchou dal.

10. Ho komjou, vel eun ampoezon
Temzet gant an drouk-speret,
Tre betek goelet ma c’halon
Ziouas ! a n-euz treantet.

11. Ma Doue, reit d’am daoulagad
Daërou a wir binijen,
Gret d’in gouelan dru ha kuitat
Ma dizurjou da viken.

12. Me eo an danvad dianket,
Ha c’houi ma Fastor tener :
Euz ar spern hag an drez, hastet
Diluian ho pugel ker !




N° 87. — Chilaouet gant spont hag eston.
War an ton N° 87.


1. Chilaouet gant spont hag eston
Kentel ar Roue Zalomon :
Skrivet-hi don en ho speret,
Ha biken pec’het na refet.