Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —


2. Ol, emezan, renkomp mervel,
Pa blij gant Doue hon gervel :
Ha raktal monet dirak-han
Da glevet hon zetans gant-han.

3. Meur a zen a gol e ine
Ha na rafe ket mar zonjfe
Pegen bèr eo ar vue-man,
Pegen tost an de divezan.

4. Ar c’horf na glask dre e natur
Netra nemet ar blijadur :
Ha koulskoude zouden, hep mar,
Ec’h ei da vreinan d’an douar.

5. Gant aon eta na zilentfe
E siou fal war hoc’h ine,
Kustumet-han dre binijen
Da blegan d’al lezen gristen.

6. Ar c’horf n’en eo met eur mevel
D’ho serviji bete mervel :
Ne renk izel mar n’hen dalc’het
En ifern gantan e kouesfet.

7. Ar bed ive zo ken treïtour
Hag eur planken war lein an dour
Fiout en-han zo goal risklus,
Daoust d’e zellou flour ha hoarzus.

8. Gevier a lar da bep hini,
Mont a ra beteg prometi
Eürustet, iec’het, hir vue,
D’an dud erru war vord ar be !

9. Dastumet madou an ine
Hag e vefet pinvik eun de :
Madou ar bed, ol en eur bern,
Na n-int nemet moget ha spern.

10. Eur gos lisel, pevar flanken,
Eun dorchen blouz didan ho pen,