Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —


N° 86. — A vianig am euz pec’het.
War an ton N° 86.


1. A vianig am euz pec’het,
Hag offanset ma Doue,
Ma ine paour am euz lazet,
Ah ! pebes koll vid-on-me !

Diskan.


Gwerc’hes Vari, Mam a drue,
Dre hoc’h anken er C’halvar,
Obtenet d’in digant Doue
Ma sello ouz ma glac’har.

2. Piou a chanjo ma daoulagad
E diou feunten a zaërou,
Ha ma daërou e daërou goad
Da ouelan war ma c’hrimou ?

3. Ia, evit eun netra ziouas !
Me am euz bet dispignet
Madou vel na n-euz bet biskoas
E tensoriou tud ar bed.

4. Gwejal me oe eur pales aour
Da dri Ferson an Dreindet :
Ha breman, ouspen ma’z on paour,
Da Satan me zo gwerzet !

5. O zaë gaer euz ma badeiant,
N’am boa biskoaz komprenet,
Pegement ec’h oan pur ha koant
Keit ha ma ’m euz da viret !

6. Gras ma Jezus, gras ma Zalver,
Genet kentan ma ine,