Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —


2. Aboe pel amzer,
— N’hellan ket nac’h -
Ez on, ma Zalver,
Ziouas ! eur pec’her,
Ez on, ma Zalver,
Enebour d’ac’h.

3. Eur bugel tec’het
A di e dad,
Eun danvad kollet
Ha pel dianket,
Eun danvad kollet,
Euzus e stad !

4. Ia, me a zo bet
Bete breman,
Ah ! ken aheurtet
Ebars ma fec’het,
Ah ! ken aheurtet ;
Chanj a renkan !

5. Pignomp, ma ine,
War ar C’halvar,
Gwelomp eun Doue,
Leun a garante,
Gwelomp eun Doue
En e c’hlac’har.

6. E dreit zo treuzet
Gant an tachou,
E gorf dispennet,
E ben kurunet,
E gorf dispennet
Gant ar fouetou.

7. Zell-han diwisket,
Zavet er groaz,
E zaouarn staget,
E goste toullet,
E zaouarn staget
Gant tachou braz.

8. Me eo, ma Doue,
Me ma-unan,
Am euz hep true
Dre ma goal vue,
Am euz hep true
Kresket ho poan.

9. Me wel pardonet
Ar mab prodig,
Meur den a bec’het,
Eur plac’h dirollet,
Meur den a bec’het,
Eul laer publik.

10. C’houi a zo bepret
Eur gwir Zalver
Ha na c’houlet ket
E ve den daonet,
Ha na c’houlet ket
Koll ar pec’her.

11. D’ho treit e pokan,
Gant Madalen,
Re e talean,
Re bel e talc’han,
Re e talean
Ma finijen.

12. Genet koz bepret,
Bepret neve,
Poënt eo ho karet
Zalver beniget,
Poënt eo ho karet
E gwirione.

13. Arru eo an de
Da gonsakri
Ma ners, ma bue
D’ac’h, o ma Doue,
Ma ners, ma bue
D’ho serviji.