Hon skoazell e pep amzer, er peuc’h hag er brezel ; An holl Vretoned, amañ, a gan a-greiz kalon, Ha war douar, ha war vor, meuleudi d’eoc’h, Itron. |
(Tennet eus Levr an Ao. Gwillouzig.)
Itron Santez Anna,
Mamm-goz ar Vretoned,
Grit ma vimp dreist pep tra
Gwir gristenien bepred.
’Vidomp eun enor kaer,
Eur joa dispar, ive(z),
Anna deut d’hôn c’hemer
Evit he bugale.
’Vidomp he deus Anna
Ar garante vrasa,
Hag evidomp e ra
He burzudou kaera.
Anna ’vit ar re glanv
A zo eur gwir rekour. ;
O foaniou ’gavont skanv
Pa deurvez o sikour.
Pet gwech he deus rentet,
O, madelez dispar !
D’an den dall, ar gweled,
Ar c’hleved d’ar bouzar.
Pet gwech e-kreiz ar mor
’Deus roet a-greiz-holl
Avel vat ha goudor
D’an dud o vont da goll.
Rak-se ’ta pa savo
Ar mor e houlennou.
D’ezi, m’o diwallo,
Gouestlit ho kalonou.
Pa zeuio d’o samma
Poan gorf pe boan spered.
Pedit Santez Anna
Hag ho po ar yec’hed.
Tud yaouank, ma vennit
Mont e servij Doue
Diganti goulennit
Terri d’eoc’h pep fouge.
Pedit, c’houi, mammou ker,
Evit ho pugale ;
Warni kemerit skouer,
Hi ’zo bet mamm, ive(z).
Ar gwerc’hezed ganti,
Sur, a vo selaouet :
Mamm ar Werc’hez Vari
A gar ar Gwerc’hezed.