Mamm an Itron Varia
Ha Mamm ar Vretoned,
O Itron Santez Anna,
Ni ho karo bepred.
A-viskoaz ’deus bet tridet
Ho karantez ’n hon c’hreiz ;
A-bell ’zo oc’h bet anvet
Da Batronez d’hon Breiz
’Vel hon tud-kpz Bretoned
Hon fizians ar vrasa
Ennoc’h ’lakaomp bepred,
Itron Santez Anna,
Sellit, e-tal ar c’havell,
Ar vamm-se daoulinet ;
Pedi ’ra ’vit he bugel
Santez Anna Wened.
Ar c’hlanvour gant an derzienn
Dalc’het war e wele,
D’eoc’h en deus graet eur bedenn,
Ha setu hen pare.
War ar maez e Breiz-Izel
Pa glasker diskuiza,
Ouz an Nenvou graet eur sell,
E kroger da gana :
Selaouit war ar menez
Ar mesaer o kana :
Ho meuli a ra ivez,
Itron Santez Anna.
Ar soudard kaez er brezel
A bed Santez Anna,
Ha pa vezo ret mervel
E teuy c’hoaz da gana :
Ar mor ’zo dichadennet,
He fedit, martolod,
Ha Santez Anna Wened
’Gaso ho lestr d’an aod.
War eur mor leun a reier
’Omp siouaz er bed-man
Diwallit hon bag dister,
Itron Santez Anna(n)
|
Bugale geiz da Eva |
40 devez « induljans »
(Levr Bugale Mari)
![\version "2.22.0"
\score {
\new Staff {
\relative c'{
\tempo "" 4=100
\key g \major
\time 3/4
\partial 4*1
\stemUp b'4 g4. a8 b[ c] | b4 a4. g8 \break
b a g4 fis | g4. r8 b4 | g4. a8 b[ c]
b4 a4. g8 | b a g4 fis | g4. r8 a4 \break
a4. a8 g[ a] | b4 a4. a8 | \stemDown b c d4. c16( b) \break
\stemUp a4( b8) r\fermata b4 | g4. a8 b[ c] | b4 a4. g8 \break
b a g4 fis | g4. r8 \bar "|."
}
\addlyrics{
I -- tron vat san -- tez An -- na, c’houi
’zo nerz Breiz -- I -- zel, hon skoa -- zell e pep
am -- zer, er peuc’h hag er bre -- zel_; an
holl Vre -- to -- ned, a -- mañ, a gan a -- greiz ka --
lon, ha war dou -- ar, ha war vor, meu --
leu -- di d’eoc’h, I -- tron.
}
}
\layout {
indent = #00
line-width = #123
ragged-last = ##t
}
\midi { }
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/t/r/trfewhuq78t6adsqihjbfhmr1ql5e4t/trfewhuq.png)