Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —

5

Pebez poan, ’pad tri devez !
Jezuz a zo kollet :
Goude, pebez levenez,
Jezuz hoc’h eus kavet !

6

Ho labour en deus maget
Ho Krouer, Mab Doue ;
En ho labour Mestr ar bed
Ouzoc’h-c’houi a sente !

7

War an douar trubuilhet,
En Nenvou, war ho tron,
C’houi ’za galloudus-meurbet
Ha tener a galon.

8

Jezuz a bleg d’ho pedenn
’Vel e Vamm ho pried :
Teurvezit ’ta d’in goulenn
Ar c’hras ma vin salvet.

9

Pa vin galvet gant Doue,
Patron ar Maro Mat,
Deut gant eun dourn a drue(z),
Serrit ma daoulagad.

10

Tost d’eoc’h ha tost da Vari,
E-kichen tron Jezuz,
Neuze ez in d’ho meuli,
O ma Fatron eürus.

T. B.




N° LXVIII. — Kanomp-holl meuleudi da Jozeb.
Ton : XVII


Diskan

Kanomp holl meuleudi
Da Jozeb, pried Mari.
Kanomp holl meuleudi
Da Jozeb, pried Mari.

1

Piou a c’hallo ho meuli,
O Sant Jozeb eürus
Tad mager da Jezuz
Pried d’ar Werc’hez Vari ?

2

An hini a voe spontet
Pa zeuas en he zi
Eun ael d’he saludi
Ho kemeras da bried.

3

War ho tivrec’h binniget
Hoc’h eus douget Jezuz,
War ho kalon joaüs
Pet gwech en deus-hen kousket ?

4

Roue an holl rouaned
Ouzoc’h-c’houi a sente ;
Ha gwir Vab ho Toue
Ganeoc’h a zo bet maget.

5

An Doue Hollc’halloudus,
Dindan ho ti kuzet,
En deus ho skoazellet
En ho labouriou poanius.

6

Bet hoc’h eus en ho puhe(z),
Siouaz, kalz a boaniou :
Met pa skuilhec’h daerou,
Dourn Jezuz o dizec’he.