Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —
Grit d’imp beza dinec’h, dibreder, ’vit mont, ho tor digor-ledan, D’an Nenv, ganeoc’h ’vit an holl amzer. (2 w). |
KANTIGOU DA SANT JOZEB
————
N° LXVII. — Sant Jozeb, Pried Mari.
1
Sant Jozeb pried Mari
Tad mager da Jezus
Ni fell d’imp hoc’h enori
Patron karantezus
Diskan.
Sant Jozeb pried Mari
Tad mager da Jezus
Ni fell d’imp hoc’h enori
Patron karantezus
2
Mirour roet gant Doue
D’e Vab ha d’ar Werc’hez,
Bet hoc’h eus en ho puhe(z)
Anken ha levenez.
3
Evit degemer Jezuz
N’hoc’h eus na tan na ti
Met-ho kalon ’zo eürus
O tont d’E adori.
4
Pa glask Herodez Jezuz
D’E lakaat d’ar maro,
Gant pebez feiz burzudus
E gasit da bell bro !