— 30 —
N° XXIV. — Karantez ar Galon-Sakr.
- Jezuz, a holl viskoaz ennon hoc’h eus sonjet,
Jezuz, a holl viskoaz c’houi hoc’h eus ma c’haret.
Diskan
O Kalon Sakr Jezuz, Kalon Sakr ma Doue
Entanit ma c’halon gant tan ho karante.
- Petra ho touge c’houi da rei d’in ar vuhez
Petra ho touge c’houi nemet ho karantez ?
- Perak eus lein an Nenv emoc’h c’houi diskennet
E Kraouig Betleem ? Rak m’ hoc’h eus ma c’haret.
- Jezus, war ar C’halvar, pe liamm ho talc’he,
Astennet war ar groaz ? Liamm ho karante,
- Petra a felle d’ac’h en eur sevel d’an Nenv ?
Digori ’r Baradoz d’ho pobl a garante.
- Ganimp war an aoter perak emoc’h chomet ?
N’hallet ket dilezel ho pugale karet.
- O Jezuz, pa-z-eo gwir n’houllet met karante
Perak eta, Jezuz, perak n’ho karan me ?
- Jezuz, beteg breman, mar n’em eus ho karet,
Ho karout e fell d’in, hag ho karout bepred.
|