Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —


N° XXV. — An anjeluz.


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.


  1. Eun arc’hael deut eus an Nenvou
    Da Vari a berz an Aotrou
    A gemmenas ’oa dibabet
    Evit mamm da Salver ar bed.

  2. Mari a lavaras neuze :
    « Servijerez oun da Zoue ;
    Em c’henver eta bezet graet
    Ar pez hoc’h eus d’in diskleriet. »

  3. An eil Person eus an Drinded
    Kerkent den a zo en em c’hraet,
    Bevet en deus war an douar
    A-raok mervel war ar C’halvar.

  4. Pedit, Gwerc’hez, Mamm Doue
    Evidomp holl ho pugale.
    Ma c’hounezimp kaout ar grasou
    ’ginnig d’imp Jezuz, hon Aotrou.




N° XXVI. — An Anjeluz : O pia !


Angelus Domini nuntiavit Mariae,
Et concepit de Spiritu Sancto.


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.