Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —


Diskan

Ni holl hirie digant Doue
A c’hortoz gras ha pardon
Pebez tenzor a zo digor
O Jezuz en ho kalon

1

      Deut tud santel
      A vouez uhel
Kanomp holl kanomp joaüs
      Gloar trugarez
      Ha karantez
D’ar galon Sakr a Jezuz.

2

      Eus ar gouli
      A splann enni
E sav ar flamm ar c’haera ;
      Gwir sklerijenn
      ’vit ar c’hristen
Jezuz ro d’imp da heulia.

3

      Ar groaz savet
      Ar gwad skuilhet,
Ar spern a red tro-war-dro,
      A gomz ouzimp,
      A lavar d’imp :
Ho pet sonj eus e varo.

4

      Gant an Aele(z)
      Evel Doue
Jezuz, c’houi zo enoret :
      War an douar
      ’z eus tud klouar,
Ouzoc’h ivez tud skournet

5

      War an Aoter,
      E pep amzer,
Ganimp aman c’houi a chom
      D’hon parea
      Ha d’hon maga,
D’hon c’hlevout e peb ezomm

6

      Hag alies,
      Na pebez mez !
Kristen eno ne weler.
      Er Sakramant
      Piou ’ra seblant.
Ouz eur Galon ken tener ?

7

      Kalon Jezuz
      Trugarezus,
Sellit ouzimp gant truez :
      D’imp ho skoazell
      Ouz pep avel,
Breman ha ’pad hon buhez

8

      D’hon c’huzat do(u)n
      En ho kalon
Ni a zeu d’hoc’h aspedi :
      Bepred eno
      Neb a chomo
D’an Nenv ’yelo sur d’ho meuli.