Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
4

Ma ene paour, o Jezuz,
Ganeoc’h ’zo bet gwalc’het,
Breman eo kaer-meurbet
Dre ho kras, o ma Jezuz.

5

Ma skoazellit, o Jezuz,
Ar rest eus ma deiziou,
E-kreiz ma holl boaniou,
Bezit ganin, ma Jezuz.

6

Hastit, hastit, o Jezuz,
Terri ma chadennou :
Na pegoulz en Nenvou
Ho meulin, o ma Jezuz.

7

Meuleudi d’eoc’h, o Jezuz,
Dre-holl, e pep amzer ;
C’houi ken mat ’n hon c’henver,
Meuleudi d’eoc’h, ma Jezuz.




N° XIX. — Enor ha gloar.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \key bes \major
      \tempo 4=72
      \time 6/8
      \partial 8*4
      f8^\markup { \italic "Diskan"} bes( a) g f4 f8 bes( a) g | \break
      f4 f8 bes4 g8 | f4 d8 ees( f) g | f4 f8 bes4 c8 |
      d4 ees8 c4 d8 | bes4 r8\fermata \bar "||" f g a | bes4. f8 g a | \break
      bes4. a8 bes c | bes4 f8 d4 ees8 | f4. f8 bes a |
      g4 c8 bes4 a8 | bes2\fermata \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      E -- nor ha gloar da vir -- vi --
      ken da Je -- zuz -- Krist Dou -- e ha den Rou -- e Tad
      e grou -- a -- du -- rien. Krou -- et en deus bet an ae --
      lez d’e ser -- vi -- ja gant le -- ve -- nez d’hon mi -- rout
      dalc’h -- mat ha bem -- dez
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan
    Enor ha gloar da virviken
    Da Jezuz-Krist Doue ha den
    Roue Tad e grouadurien.

  1. Krouet en deus bet an aelez
    d’e servija gant levenez
    d’hon mirout dalc’hmat ha bemdez

  2. Dre nerz e vrec’h hollc’halloudus,
    E hadas ar stered lintrus,
    Tro-war-dro d’e dron peurbadus.

  3. Eur gomz hepken hag e teuas
    An dour da veza ar mor bras :
    Dizec’h an douar a chomas.