- War ar parkou noaz hag hudur
Kerkent e ledas a glazur,
Bleuniou ’n e douez ha magadur.
- An den ivez ’zo graet gantan,
Kement hon eus a zo d’ezan,
Koulz er bed all hag er bed-man.
- E deiz ar Varn, hen a hejo
Hag a zrailho ’vel ma karo
Heol ha stered, bev ha maro.
- O Pegen krenv dourn hon Roue !..
Krenvoc’h e gavan koulskoude
Pa sonjan en e garante(z).
- Diskenn ’ra ’n eur c’hraou evidomp,
Paour ha sempl e vev eveldomp,
E vouez a gelenn ac’hanomp !
- Mervel a ra war ar C’halvar
Evit bugale ken digar
Stag’ o c’halon ouz an douar !
- Chom ’ra dalc’hmat war an Aoter
Dindan spesou mut ha dister,
Gant aon da sponta ar pec’her !
- Ha goude eun nebeut poaniou,
Skanvaet gant e holl c’hrasou,
E tigor d’imp dor an Nenvou !
- Mari e Vamm hag hon Mamm vat,
Deut ganimp da drugarekaat
Jezuz hon Roue hag hon Tad !
|