Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21—


Diskan

Meulomp holl da viken
Jezuz gwir Doue ha den.



1

Aelez eu ar baradoz
Kanomp gloar d’hon Aotrou
Hag eus e holl c’hrasou
D’ezan mil ha mil bennoz.

2

Biskoaz tad ne voe gwelet
Ouz bugale ken mat,
Ken soursius dalc’hmat
D’o diwall korf ha spered.

3

Pastor karantek-meurbet
Na sell ket ouz e boan,
Klask a ra hep ehan
An danvad kaez dianket.

4

Lamet en deus an anken
A-ziwar ma spered,
Trec’h d’am c’horf ha d’ar bed.
Torret en deus ma chadenn.

5

Pareet ’n deus ma ene,
Hen an holl vadelez,
Iïa ma magadurez,
Mar karan. ’vo ma Doue.

6

Skuilha a ra hep skuiza(n)
E c’hras bemdez warnoun ;
Hag e-kreiz ma c’halon
Eman ma Salver breman.

7

Hen eo ma finvidigez,
Ma nerz ha ma skoazell :
Rak-se betek menrel
E kanin, e vadelez.




N° XVIII. — Meulomp e pep amzer.
Ton : XVII


Diskan

Meulomp e pep amzer
Kalon Jezuz hon Salver.



1

Me ho meul, o ma Jezuz,
C’houi hoc’h eus ma c’hrouet,
C’houi hoc’h eus ma frenet,
C’houi am mag, o ma Jezuz

2

Mil bennoz d’eoc’h, o Jezuz.
C’houi a zo ma fastor,
C’houi a zo ma zenzor
C’houi ’zo ma holl vad, Jezuz.

3

Pec’het em eus, o Jezuz,
Alies em buhez :
C’houi hoc’h eus bet truez
Ouz-ma stad, o ma Jezuz.