— 179 —
- Ar beleg, ho kerent, hag ho mignoned ive
Test eus ho ker roet, evidoc’h a bed Doue,
’Vidoc’h e c’houlennont bemnoz iec’hed ha furnez,
’Vit ma c’hallfet bepred ren ervat ho tiegez.
- Eus lein ar Baradoz, hoc’h holl gerent tremenet
Ema o sonj ennoc’h da zevez kaer hoc’h eured ;
Klevit mouez ho Tadou a lavar a-berz Doue
Penôz ’tleet beva ’vit kaout ar wir levene(z).
- Eürus ar re a vir doujans Doue ’n o c’halon
Hag a heuilh e lezenn gant eur garantez wirion ;
Eürus ar re ’laka o holl fizians en Nenvou
Rak gant Doue hepken e kaver ar gwir vadou.
- Eürus ar priejou a labour e peb amzer
Da virout etrezo lealded, peuc’h ha douster ;
Etre ar priejou boked ar wir garantez
Na dle biken goenvi met kaerat a ze(iz) da ze(iz).
- Jezuz, Mari, Joseb e tïegez Nazareth,
Roet hoc’h eus d’an dud ar c’haera skouer zo gwelet
Deskit d’an holl beva, eveldoc’h gant santelez
Gant peuc’h hag eürusted, keït ma pado o buhez.
- Evit an daou bried, en Iliz-man daoulinet
Ni ho ped, ma Doue, gant fizians ha gant aked ;
Ni ho ped da rei d’ê buhez hir, kalz a c’hrasou,
Eürusted er bed-man hag eürusted en Nenvou.
|
N° CXXXIII. — Kantig ar « Gonfirmasion ».
- Deiz ma C’honfirmasion, deiz, a joa d’am c’halon,
Ar Spered-Santel a zeu gant e seiz donezon
Eus an Nenvou da grenvaat d’in ma buhez kristen ;
O deiz mil gwech eürus n’az ankouain biken.
- A bep seurt fallagriez ar bed a zo karget ;
Dre-holl war hent ar vuhez e bechou a gaved ;
Pa ne ro d’am daoulagad nemet falsklerijenn,
Roit d’in, Spered-Santel, ho Furnez d’am c’helenn.
- Hi ’ray d’in anavezout gant gwir anaoudegez
Petra ’dalv traou ar bed-man ’vit ma silvidigez ;
Hi ’ray d’in c’hoaz labourat ’vit servija Doue,
Ha beva leun a fizians da vont-d’an Nenv, eun de(iz).
|