Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —



  1. ’vel eun treust em daoulagad, siouaz d’in, ar pec’hed
    Am harz da welout ervat ar pez ’c’h eus diskleriet :
    Roit d’in ’ta, ma Doue, roit d’in sklerijenn
    D’ho kredi ha d’ho kompren, d’ho heulia penn-da-benn.

  2. Ma spered sklerijennet gant sklerijenn Doue
    A welo ar Wirionez, hi, ken sklaer hag an de(iz) :
    Ar madou-ene ’vidoun ken dister diagent
    A-vreman me o frizo evel ma rae ar sent.

  3. Furoc’h adalek breman, e heuilhin an hent mat ;
    A-berz ar Spered-Santel, evidoun pebez mad !
    Kaout skiant ar garantez, skiant ma deveriou
    Ar skiant-se hi anvet skiant traou an Nenvou.

  4. Hepdale ma spered paour, d’ho skiant o plega,
    A gerzo war-du an Nenv, dre an hent ar gwella ;
    Nag ardou an droukspered na gwallskoueriou ar bed,
    Pa ’m eus bet Spered Doue, ma gwalla n’hallint ket.

  5. Evit ma silvidigez ha skouer vat ma nesa,
    Ez eo ret d’in kaout dalc’hmat ho kuzul, da genta.
    Gantan e tizoloin ar skoasellou ’zo graet
    ’vit ma c’holl, gant an dud fall ha gant an droukspered.

  6. ’vit ober ho polontez, ho pet ouzin truez,
    Diskouezit d’in e pe stad eo tremenn ma buhez.
    Piou a c’hallfe d’in gwelloc’h an doare displega
    D’ober pep tra en e goulz hag evit ar gwella.

  7. Enebourien ma ene, evel eur mor diroll,
    Hep paouez na noz, na deiz, a glask ma c’has da goll ;
    D’o zrec’hi, Spered-Santel, o ! roit d’in ho nerz,
    Hag e teufent d’am zempti, n’hallint ket ober berz.

  8. Breman, gant joa ma c’halon, ma buhez a roin,
    Kentoc’h eget nac’h ma feiz, mar bez ret-a-walc’h d’in.
    Ne grenin ken gant ar spont dirak ar c’hoaperien,
    Me vo krenv d’anzav ma feiz evel ar verzerien.

  9. Grit d’in tanva, ma Doue, ar gwir Doueusted ;
    Grit ma kresko em c’halon, m’em bo eürusted :
    Neuze ’vel eur gwir vugel, ouzoc’h e vin sentus,
    Me ho servijo dalc’hmat laouen-bras hag eürus.

  10. Ganti em bo ’vit Doue eur garantez tener,
    Hag e vin ouz ma nesa bepred dous ha seder ;
    Drezi bemnoz, bep beure ez aio ma fedenn
    War nij betek tron Doue, evel eur goulmig wenn.