Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —



  1. Nevez deut ha yaouank-tre, kalz aman ’rank mervel ;
    Met gounit ’ra o ene ar vuhez eternel.
    Roudou o zreid binniget ’chom merket en hon bro,
    Ra zeuio c’hoaz Bretoned, kalz c’hoaz henvel outo.

  2. Tud feal, a wir galon, o welout o foaniou,
    Skoazellit hon mision, savit d’imp ilizou ;
    Degasit skoliou kristen d’imp ha d’hon bugale,
    Ni ’bedo evit goulenn warnoc’h bennoz Doue.

  3. Ha c’houi misionerien ganet e Breiz-Izel,
    Gant ar maro diskaret e-kreiz ar broiou pell,
    Eus ar Baradoz pedit ’vit Breuriez ar Feiz,
    Goulennit ma chomo start ar feiz kristen e Breiz.




N° CXXXII. — Kantig evit an Eurejou.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=54
      \autoBeamOff
      \compoundMeter #'(3 3 2 2 4)
      \partial 8*1
      e8 a4. g8 a c \bar "|" b4 d c8 b \bar "|" \break
      a8 b c([ b]) \bar "|" a4. e8 \bar "|" a4. g8 a c \bar "|" b4 d c8 b \bar "|" 
      a8 b c([ b]) \bar "|" a4. r8 \bar "|" a4 b8 e d c \bar "|" b4 d c8 b \bar "|" \break
      a8 b d([ c]) \bar "|" b4. r8 \bar "|" a4 b8 e d c \bar "|" b4 d c8 b \bar "|" \break
      a8 b c([ b]) \bar "|" a4. \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      O de -- vez leun a joa ’vi -- doc’h, tud
      ya -- ouank kris -- ten, ’Zo deut a -- man hi -- rie d’en em rei
      e -- vit bi -- ken_; da c’hou -- len di -- gant Dou -- e hag e
      I -- liz san -- tel war ho pro -- me -- se -- ou la -- kat ’vit
      mat eur si -- ell.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan
    O devez leun a joa ’vidoc’h, tud yaouank kristen,
    ’Zo deut aman hirie d’en em rei evit biken ;
    Da c’houlen digant Doue hag e Iliz santel
    War ho promeseou lakat ’vit mat eur siell.

  1. Dre nerz ar Sakramant ez oc’h breman priejou ;
    Netra met ar maro na dorro ho liammou,
    Rak, hervez al lezenn, chadenn ar briedelez
    Eur chaden dous ha krenv, a bad keit hag ar vuhez.