lennas petra voa an drous a glêvet er ru hac en ty. An hostises a antreas er gambr, gant hast, hac a c’houlennas ha ni a elle lezel ar prenestou gant at foul a voa en ty. — Perac, eme Simon ? — Eleal, ur c’hriminal a ya da veza cunduet d’ar maro, hac an dra-se so un affer vad evidomp, rac dont a ra an dud eus a bep tu ; hac evel ma zoun placet mad amàn, e affermàn va frenestou ur pris mad, hac e verzàn calz a vïn. — Qemerit ho prenestou, eme Simon ; ur maleur evel ennes a zo pell d’am c’hontanti ; mes goude m’en devezo ar maleurus-se recevet e bunition, em bezo un dra benac da lavaret dêc’h oll.
Ar silanç vras a renas diouc’h-tu a ras demp anavezout en devoa ar maleurus recevet ar boan eus e grim. Ar silanç-se na badas qet pell, rac a benn ur moment goude, qement hini a voa e prenestou an ty, a zisqennas er sal vras, e pelec’h peb-hini en em laqas da gozeal ha da ober reflexionou. Beza voa calz hac a gomze joaüssamant, a c’hoarze dre divestet, hac en em bermete memes farcerezou ermes a bropos.
Seblantout a ra dìn, eme Simon a Vontroulez, a voez huell, hac en ur feçon da laqat an oll da devel evit er selaou ; seblantout a ra dìn penaus an arvest horrubl e zoc’h o paouez guelet, n’en deus qet produet varnoc’h nemeur a dra, pa zoc’h aze o cauzeal ha memes o c’hoarzin. Beza zeus gouscoude er pez zo tremenet peadra da ober reflexion vad. Mes michanç, eo ar guriosite hepqen en deus ho tigasset amàn. Ar