Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
Simon

rêson-se ne ve qet meulabl ; rac mont da velet un den o vervel, evit ar blijadur d’e velet o vervel, neo qet un action gaer a generosite. Guelet a ran graguez en ho touez, hac o bugale gante, hac o deus bremàn an ear da zont eus ur barti a blijadur. Qementse n’eo qet grêt evit rei un ompinion vad eus o c’halon. Sonjal a rit-hu e zeo ur gouel a brepar ar justiç deoc’h, pa gondaon up c’hriminal ? Na velit-hu qet ar mercou imposant-ge a laqa qemer evit execution e barnidiguez ? Ar bêleg, ar goardou-se ; tout int assamblet evit disqeuz dêc’h er memes amzer oll-galloud ha misericord un Doue, autorite al lezennou, ar vez hac ar fin eus ar c’hrim. Evelse eo e teu ar societe, en eur distruch demeus e c’horf unan eus he brench, da offr d’ar re-all oll, ur guentel derrubl, ha da laqat diguezout ur vad eus an droug necesser-se. Neo qet un dra a guriosite barbar eo a bresant dêc’h, mes ur sujet a veditation vras, a rafe santout da bep-hini penaus lagad ar justiç divin hac hini an den, a zo bepret digor var ar c’hrim, hac e zeo ar c’hriminal punisset abred pe divezat. Ah ! peguement e ve brassoc’h c’hoas ar guentel, ma elfe ar maleurus a ya da receo ar maro, dont da gonta dêc’h an detaill eus e vuez ; ma elfe disqeuz dêc’h penaus e zeo bet cunduet nebeut a nebeut d’ar c’hrimou o deus en poulset d’ar chaffaud ! N’am eus biscoas ancouèt ar c’homzou diveza deus ur miserabl a voe laqet d’ar maro, pell zo : Evel an hini e zoc’h o paouez guelet, en devoa lazet e vad-oberour, evit en