Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
Simon

ur famill respectabl, e deus bet ar maleur, goude tregont vloaz servich en ty-se, da velet he mestr côs o coeza en e vugaleach, dre suit un attaq paralisi. Eh bien ! e guelet emeus-hi, ar grouadurez venerabl-se, o chom nôs-deiz e campr he mestr, hep quittât ur minuten, epad pemp bloas ma vevas he mestr er stat trist-se, Na veve mui, hi e-unan, nemet evitàn. Pa sante e nerz o timinui hac e coeza gant ar fatic, en em strinqe d’an daoulin hac e lavare : « Ya Doue ! na c’houlennàn nemet ur c’hraç hepqen diganêc’h : accordit dìn nerz aoüalc’h evit servicha va mestr mad betec ar fin. » O Fantic carantezus ! Da vertus dreist-ordinal, da sacrifiç qen rar, a gav ur recompanç dign ebars carantez hac anaoudeguez vad bugale da vestr, ha dreist oll, er gonscianç eus ar pez ac’h eus grêt… Mes, lavarat a ran dêc’h traou na ellit qet da gompren, rac ho quelet a ràn o vousc’hoarzin. Adie. Graç dìn da nonpas rancontri biqen tud eveldoc’h.





CHABISTR XVII.


Discours Simon a Vontroulez da dud curius pere a rede e foul da velet laqat un den d’ar maro.


Arruout a rejomp e Sant-Briec, hac ec’h ejomp da loja en un hostaliri vad aoüalc’h. Simon a Vontroulez a zifunas goal divezat, hac a c’hou-