preservo da veza pinvidic aoüalc’h, mar deo ret beza evelse exposet da vaga tud ingrat, a laer hac a galomni o mestrou. Oh ! n’en em fachit qet : ar pez a lavaràn a so güir. Emedoc’h oc’h-unan o paouez en em vanti deus ho friponeresou, hac o ticrial ho mestrou ; ha se oll e presanç un estranjour, hep egard, hep mez ! Var betra, me ho ped, en em bermetit-hu da varn cundu ho mestrou, ha da gomz diouto gant ur seurt impertinanç ? Confiet o deus-int dêc’h o secrejou ? Hanavezout a rit-hu ar rêsoniou a ra dezo agissa evel a reont ? Ha c’houi zo certen eus ar pez a gredit beza guelet hac eus ar pez a lavarit ? Ha pa vez possubl e ve güir qementse, ha pa ho pe guelet un dra benac a damallus ; ho tever a vez c’hoas da devel var se. Ar re a bermet dêc’h chom en o zy, a vezur ac’hanoc’h, a bae ho servich ha n’o deus-int qet an droad sacr da receo eus ho pers, ho respet, ho fidelite, ho pridiriguez hac hoc’h anaoudeguez vad ? Na dleit-hu qet o zervicha ha qemer o interest e peb occasion ? Gant ar seurt santimanchou mad-se hac ur gundu honest, e vezot bepret estimet gant an oll. Ne zeus den na estim calz ur servicher ancien pehini n’en deo bet biscoas fripon, nac ingrat ; mes pehini en deus bet bebret servichet mad e vestr eus a greis e galon, ha pehini zo evel ur mempr eus ar famill etouez pehini en deus tremenet an darnvuia eus e vuez. Gallout a ràn en lavaret dêc’h : guelet ameus, neus qet pell, ur vreg pehini, goude beza bet savet bugale
7