Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
Simon


Ar Vates. — Ia , ha gant se, e zeo ni a souffr eus a sotisou an eil hac eguile anezo.

Ar Mevel. — Ha me eta ! sonjal res-te ne meus netra da souffr eus o fers ?

Ar Vates — Oh ! c’houi etrezoc’h, mevelien, oc’h eus ur profit benac ; gouzout mad a ràn un dra benac var se.

Ar Mevel. — Tao, evit ar guella ; sonjal a res-te na ouzon qet da drucou, pa yes en qær da verza da leas ha da amann ?

Ar Vates. — Clêo ta, Pipi ! Paeet en deus da vestr ar marichal ?

Ar Mevell. — Ah bien ia ! neo qet qen presset d’en ober. Lavar din ivez ha da vestrez e deus paeet ar marc’hadour mezer.

Ar Vates. — Ro dìn peoc’h, innoçant ! guelloc’h eo dê brilla eguet paea o dle…

Simon a Vontroulez a golle paciantet e clêvet ur seurt conversation. Na ellas qet miret da lavarat d’an daou deod fall-se, deus a betra ar fouëldr en em mellent.

Ar Vates. — Clêo an horistal côs-se ive deus a betra en em mellomp ! Me ho cav oc’h-unan goual impudant, cos tamic mercer !

Ar Mevel. — Cede aze afat un insolant !

Simon. — Beza so en effet calz a insolanç en se. Sonjal a rit-hu va humilia ous va c’hervel tamic mercer ? Credi a ra dêc’h ne dalvezàn qet ac’hanoc’h ? Na zepantàn ous den, me hac ec’h allàn lavaret hardiamant ar pez a meus var va c’halon d’ar re er merit. Ounnes zo afat ur gonversation honest a zalc’hit ! Doue d’an