Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
a Vontroulez.

meus obtenet ur bermission digant va c’horonal. — Qementse so mad ; mes, noc’h eus-hu qet aoun e rafe gaou an demarch-se deoc’h, o veza mignon da un desertour ? — Gaou dìn ! evit va fae, ia ; mes evit va enor, nan. Anavezet mad oun, Autrou, ha disqeuzet emeus e zoun soudard mad. — Ne douetan qet eus a se, va c’hamarad : gant santimanchou evel oc’h eus, ne doar james capabl eus un action vil. Dalit, eme Simon ; qemerit an dra-man evit ho mignon maleurus — E guemer a ràn evitàn, Autrou ; rac ne dòn nemet ur paour-qèz soudard ; mes, ma ven pinvidic, n’en acceptfen qet, ha n’en defe qet a ezom. — It ; un den a fêçon oc’h, ha carout a rafen e ve composet oll an arme eus a dud eveldoc’h. Ah ! bezit tranqil, Autrou, n’en dòn qet va-unan o caout ur galon vad ; ha beza zo calz hac a dalvez c’hoas muioc’h eguedòn-me. — Qen a vezo, tad Simon, eme ar brigadier Berdou, en eur vont buannoc’h en e hent. — Yec’het mad, va mignon côs, eme Simon.

Eur c’hart leo en tu all, Simon a Vontroulez en em adressas da ur paysant a laboure en e barq, var bord an hent. — Selaouit-ta, va mignon ; perac e lezit-hu ar parc-hont en douar yen ? — Allas ! Autrou, red mad eo d’an douar discuisa. — Penaus discuisa ? eme Simon : credi a rit-hu e zeo feneant an douar evel an dud, hac e devez ezom da repos ? Un ompinion faus e zeo an dra-se, va mignon ; hac epad na rapport ar parq-se netra deoc’h, e zoc’h bepret obliget da baea an impod. Gouzout a rit--